Les archives du Forum Catholique
Forum | Documents | Liens | Q.F.P. | Oremus

Les archives du Forum Catholique

JUILLET 2003 A MARS 2011

Retour à la liste des messages | Rechercher

Afficher le fil complet

En Inde, un breton comparable à Mère Teresa: le Père François Guézou Imprimer
Auteur : Maïe
Sujet : En Inde, un breton comparable à Mère Teresa: le Père François Guézou
Date : 2011-03-02 14:38:34


An Tad François Gwezou, Salezian Don Bosco

En Indez, ur Brezhon ken bras ha Mamm Tereza
an Tad François Guézou. Salezian Don Bosco




Ganet eo bet an Tad Gwezou en Iviaz

Ganet eo bet an Tad Gwezou en Iviaz, stok ouzh Pempoull (Goueloù), d’ar 7 a viz Ebrel 1924.
Moarvat en dije gallet seveniñ traoù meur e Breizh, hogen mennantez Doue a oa e teuje da vezañ Indezad gant Indeziz, ha sed amañ ar penaoz hag ar perag.

Pa ne oa c’hoazh nemet pevar bloaz hanter, e kouezhas klañv, hag e talc’he da lavarout na felle ket dezhañ mervel a-raok “mont d’an Indez”. Iskis a-walc’h, nekwir ? Hogen, ur wezh pareet e chomas ken mac’het e spered gant seurt mennoz ma voe lezanvet an ’Indezad Bihan’ gant e vignoned-skol.

Abaoe c’hwec’h vloaz ha tregont bremañ eo deuet an ’Indezad bihan’ da vezañ unan bras, lavaromp kentoc’h, unan meur. Ha digant furnez an Indez en deus prenet ar gentel-mañ chomet garanet-don en e benn : isdiorreadur ur bobl ne vez morse na tonkadek na marvus. E Terupattur, Su-Indez, e oa difrouezhus-bras an douar, ha setu maz eo deuet, hiziv an deiz, da vezañ ken glas ha hini Breizh.

Salezianed Don-Bosco

E Koad-an-Doc’h, skol a eilderez hag a liorzhouriezh, renet gant Salezianed Don-Bosco, ur savadur anavezet mat bremañ e Breizh, hag a c’haller gwelout war ribl ar gourhent etre Sant-Brieg ha Gwengamp. eno eo e reas an Indezad bihan brezhon e studioù.

Diouzhtu war-lerc’h an eilderez e kevanas ouzh Urzh Leaned Don Bosco, anvet Salezianed en abeg da sant bras Savoaz, François de Sales, bet dibabet evel paeron gant o diazezer.
Nebeut goude er bloaz 1949, e kaver Frañsez o kregiñ gant e studi war an doueoniezh e Lyon. Hag en poent eo dezhañ redek davit bro e huñvre, ha setu maz eo kaset du-hont e kêr Shillong [Stad Assam), er bloaz 1952, evit kenderc’hel eno gant e studi. Bloaz war-lerc’h e tiskenn etrezek Stad vMadras (Tamil Nadu), e-lec’h ma vo beleget d’ar c’hentarî a viz Eost 1953 gant eskob Madras, ur Salezian anezhañ ivez.

Kaset e vo neuze evel gwir leuriadezhour [1] da Yercaud, war dorgennoù Bro Salem, e-lec’h ma chomo tri bloavezh-pad. Eno e vo gwelet o ren un nevezadti [2] salezian bet stummet ennañ daou Indezad yaouank hag i deuet da c’houde, an eil hag egile da vezañ eskibion.
« Sent kozh a fenn, kozh sent anezho ! »

Angerzh [3] an Tad Gwezou eo plediñ gant ar re yaouank.

Hepzo, emezañ, ne c’haller ober netra gaer. Stad a vez ennañ enta pa vez o tanevelliñ penaos en deus graet ijinourion, kelennerion, mezeion hag arbennigourion liesseurt gant krennarded, anezho korkerion en deroù, ha deuet da vezañ hiziv e genstourmerion a-enep d’an davantegezh en Indez. War an dachenn-mañ e vez an Tad en e vleud evel arbennigour war stummidigezh ar yaouankizoù, pa ne ra nemet arverañ hentennoù sant Yann Bosco, e vestr, n’eus bet, betek-henn, desavour ebet brasoc’h egetañ evit, a-wezhoù zoken, ober sent gant ampouailhed ! Setu perak e vez ken evurus ar vugale hag ar grennarded en ensavadurioù dalc’het gant ar Salezianed : nag a zrantiz, nag a levenez a vez o tarzhañ eno! “Sent kozh a fenn, kozh sent anezho!” a lavare alies Don Bosco.

Un eostad puilh

Er bloaz 1956 e kaver Frañsez e Cochin, ur porzh bras 450.000 annezad ennañ, eus Stad Kerala. Ken fall eo ar geoded-mañ ma n’eus ket bet tu betek-henn, evit beleg ebet, da chom da vevañ enni. Ouzhpenn maz eo krog ar varksouriezh d’ober he reuz eno ivez ! C’hwec’h bloavezh war o hed e klasko an Tad Gwezou degemenn keloù-mat an Aviel eno, dre greiz amveziadoù [4] kriz-meurbet. Ouzhpenn ma voe skoet gant ar c’hleñved anvet “malaria” : Ha koulskoude, pa gimiado diouzh Cachin, e lezo war e lerc’h un eostad puilh. Sellit kentoc’h : skolioû kalvezel, ur skol-voulerezh. gwezhourioù [5] evit deskarded. ur c’hloerdi, ha dreist-holl ar “Sneha Bhavan” [“Ti ar Vignoniezh”], me c’haller dastum ennañ war-dro tri-c’hant herberc’hiad anezho korkerion pe livastred bet, divarrek maz eo Stad Kerala, hiziv an deiz c’hoazh, da gemer an diarbennoù [6] - ret evit gwellaat o dere.

“lndezad Bihan Brezhon”

Indezad gant Indeziz, ne blij ket d’an “lndezad Bihan Brezhon”. aet war an oad, ma vije divroet ar vugale dilezet gant o c’herent, pezh a c’hoarvez bepred re alies. Gwell eo dezhañ o c’hemer, diouzh ezhomm, dindan e warez, ha goulenn digant kristenion Europa paeroniañ o desaverezh gant o arc’hant. Ha donezourion dre viliadoù a zo hiziv o skoazellañ bugale an Tad Gwezou.
Goude digleñvel e voe anvet da berson, er bloaz 1963, e Jalarpet, e bro disec’het an “Torgennoù Yelagiri”(Norzh Arkot, Stad vMadras), hag eno eo emañ bepred.

Setu pezh a skrive pa zegouezhas ahont :
“Ar wezh-mañ, sede sevenet ganin va huñvre-vugel : bevañ e korn paourañ ar bed, rak neblec’h ne c’haller, moarvat, kavout brasoc’h paourentez eget emañ.”
Savet gantañ ur foukenn, e vevo eno digenvez ur bloavezh-pad. Evitañ da vezañ kouezhet klañv adarre, ne weler mezeg ebet o tont war e dro. Ha setu dres ar pezh a fell dezhañ, evit ma teufe Indeziz da veizout ervat ez eo-eñ ken paour hag int. Kement ha ken bihan ma krogont, en diwezh, da dostaat outañ, d’ober degemer mat dezhañ ha da vagañ karantez en e geñver.

An tamileg, o yezh

Deskiñ a reas ganto an tamileg, o yezh, reiñ dezho a bep seurt alioù, ha dreist-holl, deskadurezh diwar-benn ar Garantez. Klask o badeziñ ne ra ket war an taol, nemet komz dezho diwar-benn Doue, o vezañ maz eo kehelet ganto ivez en o c’hredennoù.

Hiroc’h eget Breizh eo e barrez, peogwir ez eus 375 kilometrad etre an daou benn anezhi, gant ur boblañs kevatal d’he hini, war-bouez nebeut, hag ar beleg amezekañ dezhañ, an Tad Mahe, leuriadezhour brezhon eveltañ ivez, a zo kant-ugent kilometrad pelloc’h.
Eskopti paourañ an Indez

Ya, en eskopti paourañ an Indez eo degouezhet an Tad Gwezou, en abeg d’an douar kras, meinek ha na gouezh ennañ takenn dour ebet, nemet da geñver ar monsonioù [7] . Er bloazioù 1968, 1969 ha 1976 avat, da skouer, n’eus bet hini ebet e Stad vMadras. Dour ebet neuze na d’an dud na d’al loened na d’an douar. Hogen dre c’hras Doue ez eus un andonaer [8] eus Frañsez Gwezou hag abaoe m’emañ en Indez en deus toullet 1.500 puñs endeo ! Pebezh levenez neuze evit tud ar c’hêriadennoù pa welont o bro o c’hlasaat, bennozh d’an andonioù dizoloet gant o zad karet. Bremañ da vihanañ, o devez peadra da vevañ.
_ An Tad mat ne vez ket a-walc’h dezhañ, koulskoude toullañ puñsoù : toullañ hentoù a ra ivez, ha klask sevel tiez kreñvdafaret, damantvaoù [9], peurgetket, e-lec’h ma c’hall ur mezeg bennak tremen gwezh an amzer da vihanañ, rak bras eo an ezeved o tont diwar ar c’hleñvedoù war an tir-mañ. Evit reiñ un alberz anezhañ na rin nemet restañ un danevell diwar-benn ar paour-kaezh plac’h ma kaver miliadoù evelti dre ar vro, hep ma teuje morse mezeg ebet war o zro.

Kouezhet oa bet diwar ur roc’hell. Deuet he goulioù da lizañ, e krogas ar madrez en hec’h izili. Chom a reas nodet war he fled hep dezhi nerzh a-walc’h zoken, da bellaat ar razhed a oa dedennet gant c’hwezh ar brein. Neuze, dre ma ne oa den evit klevout he garmoù e voe krignet he goulioù ha lodennoù klañv he c’horf gant al loened hirisus… Piv avat a voe ar Samariad a dremenas dre aze, kaset emichañs gant Doue, nemet an Tad Gwezou, ha gantañ eo e voe bevennet hag aroueliet ar glañvourez. En aner avat e voe kavet ur mezeg evit saveteiñ ar gaezhez-mañ, tonket dezhi mervel goude bezañ goulennet ar vadeziant digant leuriadezhour Jezuz deuet war he zro.

Doare hakrañ ar reuzeudigezh bet dizolet gant an Tad Salezian eo koulskoude ar sklaverezh, an oldour o vezañ kiriek amañ c’hoazh, da seurt saviad ha setu perak.

Archer ebet da herzel un den pinvidik

Pa vez sec’hor oc’h ober e reuz ne vez mui na labour nag arc’hant hag e rank an dirzalc’herion vihan benzhek [10] evit prenañ o greun e sell d’ar mare ma c’hoanager e vo distro ar glav. Hogen dre ma n’ouzont na lenn na skrivañ e kemer tro, an ec’hwenerion [11] divezh, diwar se da zelodañ d’ar gouerion yalc’hadoù disteroc’h e gwirionez eget ar re a vez merket war ar paper. Gwashañ pezh a zo, bep miz e rank an dleour kaezh talañ ur c’hampi ken pounner d’e gredadour ma vez lakaet buan war an noaz, evel dres, gant hemañ. Begozhet e vez neuze ar gouerion, skoet, hag en diwezh e tisoc’her war un treuzvarc’had : mont a ray pep hini gant e wreg hag e vugale da labourat evit netra, nemet krip an tamm boued a viro outañ hag e re a vervel gant an naon, e gounid an treuskampier [12] digalon.

Berzet eo, hep mar, seurt doareoù gant Lezenn an Indez, hogen 2.000 kilometrad emañ Delhi ac’hano, ha morse ne weler kerreizh ebet war-dro. Forzh penaos, biken n’ez afe archer ebet da herzel un den pinvidik.

Heuget gant hevelep direizhded, e tiviz an Tad un deiz ren barnerezh ouzh al livastred a vez o vevañ e seurt giz diwar labour sklaved wirion. Ur roll anezho a vo savet gantañ, ha dre hantererezh ur breutaer e tizho kaout digant ar barner un disentez o tieubiñ ar geizh diouzh ar chadennoù o liamme ken garv ouzh o bleizi. Klask a ra neuze an hailhoned diskar an Tad Gwezou. Dre m’en deus graet dezho koll tost da c’hwec’hkant micherour marc’hadmat, ez eo zoken, droukvarnet ganto d’ar marv. N’emañ ket an Tad, emichañs, hep anavezout o mennad. Difennet-mat eo avat bep noz gant c’hwec’h gour yaouank bagol oc’h aber ged stok ouzh e gambr. Ya, bez’ e c’hall an Tad mat diskuizhañ seder en ti bras bet savet gantañ evit ar 160 herberc’hiad en deus c’hoazh saveteet en ur stumm pe un all diouzh krabanoù an ezeved.

Noz o ene

Ouzhpenn ober war-dro ar gouerion hag ar geizh a bep seurt, e pled ivez gant al lovrion na weler ket an niver anezho, siwazh, o koazhañ. Ha reuzeudik-spontus eo o dere. Setu pezh a skrive an Tad Gwezou d’an 8 a viz Kerzu 1977 diwar o fenn:
"Gwechavez e vez ken bras ar boan gouzañvet gant un den en e gorf hag en e spered, ma n’ouzer ket mui penaos mont dezhañ. Soñjal a ran dreist-holl e lod eus hon lovrion pa welont o c’horf o tistagañ en diwezh diouto, goude dezho bezañ bet dilezet gant o c’herent… Ken kriz e teu neuze a dic’hoanag da vezañ ma ne c’hallomp ken ober mann ebet evito, nemet lezel o estrenvan da zont da vezañ hon hini, ha noz

o ene da vezañ noz hon ene dimp ivez.

Lu e hañval neuze bezañ ar skoazell danvezel a ginnigomp dezho hag evel didalvoud betek ar vignoniezh a vagomp outo. Bras e vez neuze an drougatiz [13] da zistreiñ hon selloù diwarno, ha ni bepred hon dleed mallusañ keduniñ gant ken bras ankalez. “Tizhet hon eus koulskoude lakaat addegemer un toullad anezho en a c’hêriadennoù genidik, ha bremañ emaint o vevañ e tiez klet a-walc’h bet savet ganimp evito, en o c’herz, war ar marc’had, un nebeut deñved, givri ha saout zoken, hon eus degaset dezho.”

Emañ an Indez o tont d’ar C’hrist drezi hec’h-unan

Goude seurt lizher, ne c’haller nemet souezhiñ dirak santelezh an Tad Gwezou, deuet maz eo, moarvat, e labour da vezañ en Indez ken talvoudus ha hini Mamm Tereza. Evelti ez anavez mat-kenañ ar c’hevandir-mañ, pa lavar diwar e benn:
“Avielañ a zo, da gentañ, dieubiñ an den. En Indez emañ emichañs, ar feulster o ren (…) hogen un dremm all a zo d’ar vro. Kanttreiñ un Indezad ne vez ket ret ober. Emañ an Indez o tont d’ar C’hrist drezi hec’h-unan. Emavielañ a ra dre he fenn hec’h-unan, rak, ouzhpenn kaout arc’hant, emañ Indeziz o c’houlenn ma c’hallint mirout a buhez, ha mirout o buhez a zo, evito, bezañ sellet ha selaouet.”
Jil EWAN (Pêr EVEN)

Pennad savet evit « IMBOURC’H » niv 268 Ebrel 1992, a drugarekaomp gant Mikael Keraotret.

D’an Anaon eo aet an Tad Gwezou d’an 29 a viz Genver 2009, goude 57 bloavezh gouestlet da zesavadur ha kelennadur yaouankizoù reuzeudik a vro Indez.

Diglok eo pennad Jil Ewan, (aet d’an anaon e 2002), skrivet e 1992, e-keñver obererezhioù sevenet gant ar « Father Guézou » evel da skouer, e-touez kalz a re all, Kreizenn ar stlenneg an Yellagiri « BICS ». Hep mar ebet e voe graet renabl an obererezhioù-se gant Rector Major ar Salesianed : Pascal Chavez bet o weladenniñ savadurioù an torgenn Yellagiri d’ar 5 a viz C’hwevrer 2009.
Luc’hskeudennoù: tel “Les Amis du Père Guézou et de Don Bosco en Inde” GS Hernault, 12 allée du croquet, 59170 Croix
Notennoù

[1]Misioner

[2]un ti stummer ha ma kelenner ennañ an danvez leaned yaouank

[3]Doug bras, doug entanet. (Passion e galleg)

[4]Plegennoù. (circonstances e galleg)

[5]stalioù-labour

[6]roladurioù diwar lezenn (mesures, dispositions e galleg)

[7]moussone galleg

[8]andonier

[9]un ti pe ul lec’h ma pleder ennañ, war ar prim, gant tud klañv pe gloazet

[10]amprestañ

[11]Presterion

[12]un den a c’houlenn ur c’hampi direizh. (usurier e galleg)

[13]tentation e galleg



La discussion

 Une statue de la Vierge saigne en Italie, de Jean Kinzler [2011-03-01 10:54:29]
      article sûrement intéressant..., de Précurseur [2011-03-01 15:48:01]
          On ne voit vraiment pas pourquoi,, de Vassilissa [2011-03-01 21:52:43]
              J'ajoute qu'un drapeau signale, de XA [2011-03-01 21:57:27]
                  Mais oui, , de Vassilissa [2011-03-01 22:03:34]
              Ce qu'avait demandé XA, de Meneau [2011-03-01 22:03:04]
                  merci, cher Meneau, de Vassilissa [2011-03-01 22:08:06]
              alors si je comprends bien..., de Précurseur [2011-03-02 08:54:01]
                  Oui, je trouve cela tout à fait normal, de Vassilissa [2011-03-02 09:06:12]
                      Bon, alors, il va falloir..., de Jipé [2011-03-02 09:39:48]
                          Ou bien..., de Etienne [2011-03-02 09:59:44]
                      bon hé bien je me tais..., de Précurseur [2011-03-02 17:15:11]
                  En quoi êtes-vous privé ?, de Vincent F [2011-03-02 10:13:45]
          Une facheuse habitude ?, de Nemo [2011-03-01 22:07:36]
              Merci, cher Nemo, de Vassilissa [2011-03-02 09:07:41]
      Bon, c'est pas tout ça..., de Le souricier [2011-03-02 10:36:43]
      En Inde, un breton comparable à Mère Teresa: le  [...], de Maïe [2011-03-02 14:38:34]